António Agostinho Neto (17 a viz Gwengolo 1922 - 10 a viz Gwengolo 1979) a oa ur politikour ha prezidant kentañ Angola.
Agostinho Neto, ganet e Bengo (Angola), a oa mab d'ur pastor metodour. Kas a reas e studioù e Luanda a-raok mont da studiañ ar vezegiezh da Bortugal (e Coimbra hag e Lisbon). Harzet e voe e 1951 gant polis Salazar en abeg d'e oberoù politikel evit dizalc'hiezh Angola. Dieubet e voe e 1958 ha distreiñ da Angola e 1959. Dont a reas da vezañ prezidant an MPLA (Movimento Popular de Libertação de Angola - Luskad Poblek evit Dieubidigezh Angola).
En Angola e voe harzet adarre gant ar Bortugiz e 1960. Tennet e voe gant ar soudarded ouzh tud a vanifeste evit e dieubidigezh ha lazhet un 30 den bennak. Agostinho Neto a voe kaset daou vloaz d'an toull-bac'h d'ar C'hab Glas ha goude-se da Lisbon. Dont a reas a-benn da dec'hel kuit da Varoko ha da Zair war-lerc'h.
Klask a reas skoazell a-enep Portugal digant ar Stadoù-Unanet. Ar gouarnamant stadunanat a nac'has sikour anezhañ ha kavout a rejont gwelloc'h reiñ dorn da Holden Roberto ha d'e strollad, an FNLA (Frente Nacional de Libertação de Angola).
D'an 11 a viz Du 1975 e voe embannet dizalc'hiezh Angola ha Neto en em lakaas e penn ar Stad nevez. Krouiñ a reas liammoù gant URSS ha Stadoù komunour all, Kuba dreist-holl, hag a sikouras anezhañ hag e strollad, an MPLA, a-enep an FNLA hag an UNITA e-pad ar brezel diabarzh a renas er vro er bloavezhioù da heul.
Neto a varvas e 1979 e Moskou ma oa bet kaset da vezañ ospitalizet en abeg d'ur c'hrign-bev. José Eduardo dos Santos a voe prezidant d'e heul.
Prezidanted Angola António Agostinho Neto | José Eduardo dos Santos | João Lourenço |